Poick

This is a cached version of https://br.wikipedia.org/wiki/Degemer from 2/28/2026, 3:25:28 PM.

Wikipedia

an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.

Mont d’an endalc’had Eus Wikipedia Wikipedia an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl. Pennad dre zegouezh · Skoazell ha kregiñ ganti · Kumuniezh 90 685pennad 143implijer oberiant Pennad ar miz Saverien ar Felibrige, bodet e 1854 Ar Felibrige (Lo Felibritge en doare-skrivañ okitanek klasel, Lou Felibrige e doare-skrivañ Mistral, distaget [lu feliˈβɾidʒe]) zo ur skol lennegel hag ur gevredigezh sevenadurel savet gant Frédéric Mistral ha skrivagnerien all evit difenn ha brudañ ar yezh hag al lennegezh okitanek. Pouezet e vez kalz er gevredigezh-se war an disheñvelderioù a zo etre ar rannyezhoù okitanek. En he fenn e vez dilennet ur c’hadoriad, anvet “capolièr” (capoulié). Amsklaer eo orin ar ger “felibrige” ; lavaret a reer e teu eus ur ger felibre, ur ger provañsek a dalvezfe kement ha “diskibl”. Savet e voe ar Felibrige e kastell Fòntsegunha (e Castèunòu de Gadanha, e Provañs) d’an 21 a viz Mae 1854 gant seizh barzh yaouank: Teodòr Aubanèu, Joan Brunet, Pau Gièra, Ansèume Matièu, Frederic Mistral, Josèp Romanilha hag Anfòs Tavan. Fellout a rae dezho sevel krog an okitaneg. Da gentañ e voent o labourat evit yezh Provañs ha buan e teuas war wel disoc’h o strivoù e Provañs koulz hag e broioù okitanek all, ma voe heuliet o skouer gant skrivagnerien all adalek dibenn an XIXvet kantved. Ar Felibrige, bremañ, a zalc’h da zifenn ha da vrudañ an okitaneg hag e sevenadur ha da stourm evit gwirioù ar yezhoù bihanniver er C’hwec’hkorn. Bez’ eo unan eus an daou strollad bras a labour en holl vroioù okitanek, e-kichen an Institut d'Estudis Occitans abaoe 1945. (muioc'h...) Keleier Gwelet ivez Keleier ar vro. Rob Jetten 23 a viz C'hwevrer : Rob Jetten (skeudenn) a zeu da vezañ Kentañ Ministr an Izelvroioù. 22 a viz C'hwevrer : Nemesio Oseguera Cervantes, penn ar Cártel de Jalisco Nueva Generación, a zo lazhet gant an arme vec'hikan. Emsavioù feuls a zo en ugent stad eus Mec'hiko. 21 a viz C'hwevrer : Bec'h armet etre Afghanistan ha Pakistan. 17 a viz C'hwevrer : ur fallaenn war an Heol zo en ul lodenn eus Antarktika, Meurvor ar Su, Afrika ar Su ha mervent Meurvor Indez. 15 a viz C'hwevrer : marvet eo an aktour ha sevener stadunanat Robert Duvall. 8 a viz C'hwevrer : e Portugal eo dilennet, en eil tro, ar sokialour António José Seguro da brezidant ar Republik. 6 a viz C'hwevrer : lid-digeriñ ar C'hoarioù olimpek goañv en Italia, e pevar lec'h war un dro : Milano, Cortina d'Ampezzo, Livigno ha Predazzo. 1añ a viz C'hwevrer : dilennet eo Laura Fernández Delgado da brezidantez Costa Rica. 31 a viz Genver : ouzhpenn 200 den zo lazhet en emgannoù etre Arme Dieubidigezh Baloutchistan hag arme Pakistan, e Baloutchistan. 28 a viz Genver : evit ar wech kentañ en istor an Iliz anglikan ez eus anvet ur vaouez, Sarah Mullally, da arc'heskob Canterbury, ar garg uhelañ en Iliz Bro-Saoz goude ar roue pe ar rouanez. 25 a viz Genver : ur rekord nevez zo savet gant ar merdead breizhat Thomas Coville hag e akipaj o deus graet tro ar bed war vag-dre-lien e 40 devezh 10 eurvezh ha 45 munud evit an trofe Jules Verne. A-zivout ar Wiki Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien. Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù. Sellit ouzh penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh roll ar fazioù stankañ. Porched ar gumuniezh: amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout Roll ar porchedoù: eno e vo kavet pennadoù a bep seurt Ha gouzout a raec’h ? N'eo ket gall anv-familh France Gall, ha n'eo ket France he anv-bihan. Gourhael ha Sant-Martin-war-ar-Maez eo an div gumun nemeto e Breizh hep iliz ebet. Beg Korzenn eo ar beg-douar kornôkañ eus Breizh, ma lakaer a-gostez an inizi. Ganet eo bet ar c’hourser Roparzh Surcouf e Sant-Maloù. 364 km eo hed ar ganol eus Naoned da Vrest. Anna Breizh zo bet rouanez Bro-C’hall div wech. Tost 3 000 maen zo e steudadoù Karnag. Edward Woodville, Lord Scales lesanvet "ar marc'heg kantreer diwezhañ" a zo marvet e-kerzh Emgann Sant-Albin-An-Hiliber e 1488. An ostilh koshañ d'ober tan, un tamm maen houarnek bet skoet gant kailhastr 400 000 bloaz 'zo, zo bet kavet e Menez-Dregan, e Breizh. Ur raktres deus ar Wikimedia Foundation eo Wikipedia. CommonsBank roadennoù liesvedia MediaWikiDiorren poelladoù Meta-WikiKenurzhiañ WikilevrioùLevrioù ha testennoù frank WikiroadennoùDiaz anaoudegezh WikikeloùKeloù digor WikipediaHolloueziadur WikiarroudDastumad arroudennoù WikimammennAl levraoueg dieub WikispesadRoll ar spesadoù bev WikiskolveurBinvioù frank evit deskiñ WikeriadurGeriadur & tezorus Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Degemer&oldid=2181802 » 345 yezh АԥсшәаAcèhАдыгабзэAfrikaansAlemannischАлтай тилአማርኛPangcahAragonésÆngliscOboloअंगिकाالعربيةܐܪܡܝܐالدارجةمصرىঅসমীয়াAsturianuAtikamekwАварKotavaअवधीAymar aruAzərbaycancaتۆرکجهБашҡортсаBasa BaliBoarischŽemaitėškaBatak TobaBikol CentralBajau SamaБеларуская (тарашкевіца)БеларускаяBetawiБългарскиभोजपुरीBislamaBanjarပအိုဝ်ႏဘာႏသာႏBamanankanবাংলাབོད་ཡིགবিষ্ণুপ্রিয়া মণিপুরীBosanskiBatak MandailingBasa UgiБуряадCatalàChavacano de Zamboanga閩東語 / Mìng-dĕ̤ng-ngṳ̄НохчийнCebuanoChamoruᏣᎳᎩTsetsêhestâheseکوردیCorsuNēhiyawēwin / ᓀᐦᐃᔭᐍᐏᐣQırımtatarcaČeštinaKaszëbscziСловѣньскъ / ⰔⰎⰑⰂⰡⰐⰠⰔⰍⰟЧӑвашлаCymraegDanskDagbanliDeutschDagaareThuɔŋjäŋZazakiDolnoserbskiKadazandusunडोटेलीދިވެހިބަސްཇོང་ཁEʋegbeΕλληνικάEmiliàn e rumagnòlEnglishEsperantoEspañolEestiEuskaraEstremeñuفارسیMfantseFulfuldeSuomiVõroNa Vosa VakavitiFøroysktFɔ̀ngbèFrançaisArpetanNordfriiskFurlanFryskGaeilgeGagauz贛語Kriyòl gwiyannenGàidhligGalegoگیلکیAvañe'ẽगोंयची कोंकणी / Gõychi KonknniBahasa Hulontalo𐌲𐌿𐍄𐌹𐍃𐌺Ghanaian PidginગુજરાતીWayuunaikiFarefareGungbeGaelgHausa客家語 / Hak-kâ-ngîHawaiʻiעבריתहिन्दीFiji HindiHrvatskiHornjoserbsceKreyòl ayisyenMagyarՀայերենԱրեւմտահայերէնInterlinguaJaku IbanBahasa IndonesiaInterlingueIgboIgalaIñupiatunIlokanoГӀалгӀайIdoÍslenskaItalianoᐃᓄᒃᑎᑐᑦ / inuktitut日本語PatoisLa .lojban.JawaქართულიQaraqalpaqshaTaqbaylitJjuАдыгэбзэKabɩyɛTyapKongoKumoringGĩkũyũҚазақшаKalaallisutភាសាខ្មែរಕನ್ನಡYerwa Kanuri한국어Перем комиКъарачай-малкъарکٲشُرRipoarischKurdîKʋsaalКомиKernowekКыргызчаLatinaLadinoLëtzebuergeschЛаккуЛезгиLingua Franca NovaLugandaLimburgsLigureLadinLombardLingálaລາວLietuviųLatgaļuLatviešuMadhurâमैथिलीBasa BanyumasanМокшеньMalagasyОлык марийMāoriMinangkabauМакедонскиമലയാളംМонголꯃꯤꯇꯩ ꯂꯣꯟဘာသာမန်MooreमराठीКырык марыBahasa MelayuMaltiMirandésမြန်မာဘာသာЭрзяньمازِرونیNāhuatlNapulitanoNedersaksiesPlattdüütschनेपालीनेपाल भाषाLi NihaNederlandsNorsk nynorskNorsk bokmålNovialߒߞߏIsiNdebele seSewulaNouormandSesotho sa LeboaNupeDiné bizaadChi-ChewaOccitanLivvinkarjalaOromooଓଡ଼ିଆИронਪੰਜਾਬੀPangasinanKapampanganPapiamentuPicardNaijáDeitschPälzischपालिPolskiPiemontèisپنجابیΠοντιακάNawatپښتوPortuguêsPinayuananRuna Simiရခိုင်RumantschRomani čhibIkirundiRomânăArmãneashtiTarandíneРускиРусскийРусиньскыйIkinyarwandaसंस्कृतम्Саха тылаᱥᱟᱱᱛᱟᱲᱤSarduSicilianuScotsسنڌيDavvisámegiellaSängöSrpskohrvatski / српскохрватскиTaclḥitတႆးසිංහලSimple EnglishSlovenčinaسرائیکیSlovenščinaGagana SamoaAnarâškielâChiShonaSoomaaligaShqipСрпски / srpskiSranantongoSiSwatiSesothoSeelterskSundaSvenskaKiswahiliꠍꠤꠟꠐꠤŚlůnskiSakizayaதமிழ்Tayalತುಳುᥖᥭᥰ ᥖᥬᥲ ᥑᥨᥒᥰతెలుగుTetunТоҷикӣไทยትግርኛትግሬTürkmençeTagalogTolışiSetswanaLea faka-TongaToki ponaTok PisinTürkçeSeediqXitsongaТатарча / tatarçaChiTumbukaTwiReo tahitiТыва дылУдмуртئۇيغۇرچە / UyghurcheУкраїнськаاردوOʻzbekcha / ўзбекчаTshivendaVènetoVepsän kel’Tiếng ViệtWest-VlamsVolapükWalonWinarayWolof吴语ХальмгIsiXhosaმარგალურიייִדישYorùbáVahcuenghZeêuwsⵜⴰⵎⴰⵣⵉⵖⵜ ⵜⴰⵏⴰⵡⴰⵢⵜ文言閩南語 / Bân-lâm-gí粵語中文IsiZulu Kemmañ al liammoù Klask Degemer 345 yezh Rannbennad nevez